tu kleiz.) Lavar d’in ta, va mab, penaoz eo tremenet lidou ar gurunidigez.
A ! va zad, pebeus gouel kaer a zo bet ! Biskoaz ar bobl breizad na ziskouezas muioc’h a c’hrad-vad nag a garantez da heritour kurunen an duked, mab an aotrou Jafre, hor Mestr meurbed karet ha bet keuziet kenan !
Mad a ra ar bobl karantezus-se. Sonj mad am eus penaoz pa c’hanas hor prinz yaouank, ar vro a-bez a eur vouez a c’houlennas ma tougche an hano kaer a Arzur, ha kement-se en despet da c’hoantuziou fall Herri II a Vro-Zaoz, e eontr.
A zo gwir, va zad, Herri Bodbalan a oe red d’ezan asanti da vennoz an holl. Meur a wech, e kanaouennou ar varzed, em eus klevet kount eus Arzur-an-Daol-Round. Hervez ar re-ma, eur wrac’h a bareas d’ezan e c’houliou, hag e teu, goude meur a ganved, da zishuala Breiz-Izel.
Gouela reomp c’hoaz hirio da varo an dukez vad Constanz. Nag a fouge oa enni gant he mab ! Var he zremenvan he c’hleven o lavaret hag oc’h aslavaret da Lan a Zinam, mestr-kelenner ar bugel : « Dalc’hit leac’h ac’hanon e-kichen va mab, hag evit kement-se, lezit a gostez peb tra-all »… Lavar d’in ’ta, Olïer, penaoz eo bet an ofiz.