Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/130

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 128 —

traou da eva anavezet ganez, sur a-walc’h… hag a zo ar maro ouz o heul ; nan eur maro trum, hogen eur maro dre irnez, eur maro trubard, na lez arouez ebet war e lerc’h, hag a sklas an eil gond’ eben holl eienennou ar vuez.

AR BARZ, d’an dud.

Va Doue ! va Doue !

YANN

Eur c’hontam evel-se eo a c’houlennan diganez ; entent a rez ac’hanon.

AR BARZ

Araok lavaret na ya, na nan, d’it, Yann-Dileve, kemer ar paper-parch-ma ; da donkadur, da blaneden hag hini Arzur a zo skrivet warnan gant va breur e-unan.

YANN

Gwelomp ’ta.

AR BARZ

Ar poezon a c’hellan da rei d’it ; hogen, evit piou eo ?

YANN

Da afer eo ?

AR BARZ

Setu ma’z eus unan eus krouadurien an aotrou Doue hag a vezo ar pez ma vezi da-unan.

YANN

Arzur ?