Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/131

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 129 —


AR BARZ

En hano galloud ar spered a c’houez ennon… diouall da ober droug ebet d’ezan ; en em goll a rafez da unan.

YANN

Ha gwir e vefe ?…

AR BARZ

Drouk-livet ont… aon ec’h eus ?

YANN

Aon, me ?

AR BARZ

Hoc’h amzer da zont d’eoc’h ho-taou a vezo henvel. Mervel a reot d’an hevelep mare, hag ar muntrer na zaleo ket da vont da gaout e breiz er bez.

YANN, goude beza lennet ar paper-parch.

Gwir eo ive da gomzou, mar deo gwir ar pez a zo war ar paper-ma ! Petra ! Arzur beo c’hoaz goude beza va breset ! Ya, beva ray… ha me ?…

AR BARZ

Te a vo roue a Vro-Zaoz ha dug a Vreiz-Izel. Staga ri ouz da rouantelez kaer provinsou pinvidik an Normandi, an Anjou, ar Poatou, ar Mên, hag all. Ar pab Inosant II e-unan a anavezo ac’hanout, ha Filip-Aogust a glasko da vignoniach.

YANN

O ! ma vije gwir !… mez Arzur !… Ra vevo eta ! gant