Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/132

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 130 —

eur malloz war e dal, malloz hag a zalc’ho anezan da viken pell dioc’h tron Bro-Zaoz… Ha koulskoude, penaoz an dra-ze ?

AR BARZ, d’an dud.

Deuet on abenn !

MOUEZ ARZUR


war don : Mab den sonjit (kantikou Eskopti Kemper).


(GOUSTAD)


Tremenidi, klevit mouez ar prinz dall,
Keit amzer ’zo en toull-ma o c’hedal !
An Turk, siouaz ! en e gounnar direiz,
Va daoulagad a grevas d’in eun deiz !


YANN

Ar ganaouen-ze… eur prinz dall !… oh !…

AR BARZ, d’an dud.

Mouez Arzur !…

YANN

An dra-ze eo !… Bennoz d’it, Arzur, bennoz d’it ! Emaout o paouez lavaret d’in petra da ober ac’hanout… Mont a ran da gaout Hubert, ha me ouezo ober dezan senti ouzin.

(Mont a ra dre an tu deou.)