Ya, prinz, me, va-unan.
Piou an deus desket d’eoc’h ar werz-se ? Kredi rean n’oa anavezet nemet gant barzed Breiz-Izel !
Ar barz Pontbriand ! hen eo am digas ama !
Digaset gant Pontbriand ? (Mont a ra tostoc’h da zellet outan, hag e tizro diskredik). O ! nan, c’hoant hoc’h eus d’am zouella ; eun drubarderez ouspenn aberz ar roue Yann… Den na zonj mui ennon…
Penaos ’ta ? O va frinz, ne gomzit ket evel-se ! Bez’ ho peus en nenv eun difennour ha n’ho tilezo biken. Hen eo en deus va bleinet betek ar c’hastell-ma evit lavaret d’eoc’h : « Arzur, e goueled ho prizon, n’hoc’h eus mui a zonj eus ho servicher feal a gemere e lod en ho poaniou, hag en doa touet e Mirebo kemeret e lod en ho chadennou pe ho tenna a dre daouarn hoc’h enebourien ?
Penaos ?…
Dalc’het em eus d’am ger, dre c’hras Doue… rak me eo ho parz koz…