Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —
OLÏER
Goude an avïel, epad ma laoske ar bobl youc’hadennou a levenez, an Aotrou arc’heskob a zo eat beteg an A. Dug, ha goude beza lakeat ar gurunen var e benn, en deus e zaludet beteg teir gwech. Breiziz eus o zu o deus youc’het : « Bevet Arzur ! dug ar Vretoned ! Noël ! Noël ! da vab Jafre ha Constanz !… » Goude an oferen, ar ganaouen a drugare a zo bet kanet gand eul levenez dispar. D’ar mare-ze eo on bet digaset d’ho kaout.
KEROMAN
Hag e welez, va mab, eo prest peb tra.
EIL DIVIZ
An hevelep re, ROHAN, LOHEAG, dijentiled a VREIZ.
EUR FLOC’H, o tont dre an tu deou.
An aotrounez a Rohan hag a Loheag. (Ar Floc’h en em denn dre an hevelep tu.)
KEROMAN
Ra viot deuet mad, aotrounez !
ROHAN
Deiz-mad d’eoc’h, Keroman, den kalonek ; c’hoant hon doa da veza ama araok an aotrou dug hag e gompagnunez evit beza test a levenez an holl.