Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
PEMPED ARVEST
Doare an teatr : — Eur blenen e-harz tour Rouen. A gleiz, trede plen, eun tour gant eur nor-guz a c’heller da zigeri ; a-zioc’h an nor-guz eur prenestr, warnan eur gael houarn, a c’heller da zigeri ; eur bondalez a ziavaez (balcon) eus a gleiz da zeou, troet war-zu ster ar Sen. A zeou, penn tosta tiez pesketerien. Pelloc’hik, gwez, betek ar penn pella ; e goueled an teatr, ar ster gant he eil riblen. Pardaez.
————
KENTA DIVIZ
ANDOCH, ALAR
(O tastum o rouejou er penn pella eus an teatr.)
ANDOCH
Hag e leverez out bet o paea an tailhou ?
ALAR
Ya, va mignon Andoch, ne c’heller ket mont eneb an aotronez-se, tenna rafent ar c’hroc’hen diwar hoc’h eskern.