Ha pegement ec’h eus bet da baea ?
Hanter kant lur ! Hag evel n’em boa ket nemeur a c’hoant d’o rei, o deus gourdrouzet va zeurel er prizon. Er prizon, me ? em eus lavaret ; a ! trugarez hirbad an aotrou Doue ! kouls e ve d’eoc’h neuze kemeret kement a zo war va hano.
N’eus forz, dre eur seurt amzer e kavan c’hoaz gwelloc’hik paea tailhou d’ar roue Yann eget beza e zoudard. Setu aze va zantimant-me.
Ha va hini-me ive. (Dont a reont tostoc’h d’an dud, o lezel o labour.)
Ha koulskoude, ar vicher a zoudard ive a blij d’in. Alar, n’ac’h eus mui sonj eus an deiz ma kemeris Mirebo me va-unan !
Me a yoa ganez.
A ! na kaer oan da welet gant va armou o lugerni !
Bah ! ne gomzomp mui eus ar vicher-ze, troet hon deus kein d’ezi.
(Mont a ra da lakaat e rouejou e-kichen e di, hag e tizro war an teatr.)
5