Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 147 —
KANAOUEN
war don : Ar Benherez a Geroulaz.
Pesketerien, setu an noz ! |
EIL DIVIZ
ANDOCH, ALAR, ARZUR.
ARZUR, oc’h prenestr e dour.
Piou a gân war an aod dizarempredet-ma ?
ALAR
Del ! komzet en deus…
ANDOCH
E pe leac’h ? (Trei a ra war-zu an tour.) Sell !… Setu ar prizonier deuet d’e brenestr da gemeret an ear fresk.
ALAR
Pebeus liou fall an deus…! Sell ’ta, Andoch.