Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 148 —
ANDOCH
O ! Doue r’hen diwallo !… An den-ze… me gred e oan dug yaouank Arzur ez oamp e soudarded c’hoec’h miz a zo…
ALAR
O ! ma ve gwir !
ARZUR
Tud karantezus, livirit d’in piou hoc’h-hu ?
ANDOCH
Aotrou mad, ni a zo daou besketaer paour evit ho servicha ; ya zur, mar gellomp en ober !
ARZUR
Anaout a rit ar roue Yann, va eontr ?
ANDOCH
N’hen anavezomp nemet re, aotrou ; lakaat a ra warnomp tailhou hag hon deus mil boan o paea !
ARZUR
Estregedon en deus eta da c’houzanv a-berz e grisder.
ALAR
Hen eo eta ho taolas er prizon lous-ma ?
ARZUR
Ya, ha setu an trede dervez ma n’am eus netra da zibri. Emaon ama en eun toull flerius a beleac’h n’hellan gwelet nemet eur c’horn bihan eus an env.