Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 149 —
ANDOCH, tenereet e galon.
Prinsig kez ! pegement a boaniou hoc’h eus !
ALAR
Mar gelfemp, a-dreus ar barinier houarn-ze !… Gortos, Andoch, me a ya d’ar red da gerc’hat unan eus an tammou bara a zo war bon daol.
ANDOCH
Ya, kerz. Hogen, penaos e gas d’ezan ? A ! va ferchen !… An dra-ze a ray ar stal. (Mont a ra da gerc’hat eur berchen da gichen e di.)
ALAR, o tisrei.
Setu ama bara !
ANDOCH, o sevel ar berchen.
Kemerit, bugel paour, ha torrit ho naon ! A ! ma ne vije ket ker krenv an nor !
ARZUR
A ! Bennoz d’eoc’h, tud vad, Doue a baeo ho madelez !
ANDOCH
Ne dal ket ar boan d’eoc’h trugarekaat ac’hanomp. Me garfe ober muioc’h mar gallfen.
ALAR
Selaou, Andoch ! Ne glevez ket a drouz du-ze ?
ANDOCH
Mil gurun ! (Sellet a ra er pellder, kostez deou.)