Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 151 —
PEVARE DIVIZ
YANN-DILEVE, MOLAG
YANN
Setu emamp digouezet !
MOLAG
Poent oa, rak an avel a zo freskeat hag aon am boa ne zavche arne !
YANN, gant eul levenez ifernius.
Ya, eur barr-arne !… arne a vo zur, ha me vezo ar gurun… Hen touet am eus pell zo… Dilez a ray, pe e varvo dizale… (Eul luc’heden).
MOLAG
Eul luc’heden !… Ne fazien ket.
YANN
Gant na deuy ket ar zorser milliget-se da deurel ar vaz etre va divesker !… Asa ! rak petra e c’hellfen-me kaout aon ?… Ha goude ma teufe ! Truez ebet ken… ! Nan, nan, tanfoueltr !… A -walc’h eo d’ezan beza torret e jadennou e Falez. Dre eur riboul great gantan dindan an douar e tec’has kwit ar c’hoz varz-se evel eul louarn.
MOLAG, goude beza sellet en dro d’ezan.
Daoust ha ne rajemp ket mad, aotrou, gwelet pe seurt tud a zo en ti-ze ?