Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 155 —
MOLAG
O ! aotrou ! en tailh na walc’hot ket ho taouam e gwad eur bugel. Petra responfet da Filip-Aogust, d’ho pobl, ha dreist-oll da Zoue, a well ac’hanoc’h hag a c’houlenno kelou anezan diganeoc’h dizale marteze ?
YANN
Marchosier ! petra ’meus-me da ober gant da zarmoniou ? Ha kredi a rez e c’helli ober d’in lezel a gostez ar pez em eus c’hoant da ober ? N’em bo da respont da zen, nemet d’in va-unan eus faltaziou va spered ! Evel-se, n’ac’h eus nemet sarra da c’henou, ha lezel da vestr da heuilha e youl.
MOLAG
Aotrou, ra vezo great hervez ho polontez a roue. Hogen ra ziwallo Doue ac’hanoc’h eus eur seurt torfed !
YANN
Adarre ! Lavaret am eus d’it rei peoc’h.
SEISVET DIVIZ
YANN, MOLAG, ANDOCH, ALAR.
ANDOCH, o tont e-unan da gentan (Izel.)
Alar, Alar ! e pe leac’h emout ’ta ?
ALAR, goustadik, izel.
Ama, va c’henderv. Setu me, arabad eo d’it kaout