Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 156 —
aon ! Petra’n diaoul ! a… a… a… aman… e… e… e… maon !
ANDOCH
Besteod out brema ’ta ?
ALAR
I… i… ien… ien… an… noz… eo… o… o… a ra… a… an… an dra… a… ze.
YANN
Alo, marc’h-aer, hast afo ’ta ! Sec’hed am eus.
ANDOCH
Setu aze ! Setu aze gwin, va mestr mad !
ALAR
Ar gwella gwin hon deus eo… Setu ama eur volen.
YANN
Mad eo… (Da Volag.) Marchosier, kea da gerc’hat ar prizonier. Del, setu aze alc’houez an tour.
MOLAG
Aotrou, petra hoc’h eus sonj da ober ?
YANN
Ha forz zo d’it ?… Bale. (Eva ra.)
MOLAG
Taga eur bugel ?… E laza zoken !… morse avad !
YANN
Molag, va c’hlevet ec’h eus ? (Eva ra adarre.)