Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 157 —
MOLAG
Ma c’hortosfac’h c’hoaz eur pennad, aotrou ! Ho pezet truez ouz ho niz ! Truez ouzin-me ivez !
YANN
Ma ra va bolontez, me ne rin droug ebet d’ezan… Ma ne ra ket avad…
MOLAG
Mad, aotrou, n’em eus c’hoant ebed da vont.
YANN
Asa !… marchosier, ha red e vezo d’in gourc’hemenn d’it senti ouzin ? Kea, pa lavaran d’it, ha digas ama ar zarpant-se.
MOLAG
Dre druez, aotrou !
YANN, o tenna e goutellazen.
Sent dioc’htu pe e varvi !…
MOLAG, o krena.
Senti a ran, mez me ho ped hag hoc’h asped, aotrou, lezit gantan e vuez.
YANN, e kounnar, o vunta warnan.
Ha c’hoant az pefe da drei kein d’in ?… Bale, pa lavaran d’it…
MOLAG, o tigeri an nor.
Ra gavin trugarez dirak an aotrou Doue ! (Mont a ra en tour.)