Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/160

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 158 —



EIZVET DIVIZ
YANN, ANDOCH, ALAR


YANN

O ! louzou dispar, deus da rei d’in nerz, ma c’hellin en em zizober eus eur bugel hag a fell d’ezan beza kenver-oc’h-kenver ganen ! Te a ra d’in ankounac’haat kals traou ! — (Eva ra) — ( D’ar besketerien) Diskargit c’hoaz, diskargit hep aon !

ANDOCH, o tiskarga gwin d’an aotrou.

Setu, aotrou !… (d’an dud) N’eo mui evit chom en e zav. (Lakaat a ra ’r pod war an douar.)

ALAR, o chacha war e zilhad.

Andoch, sell oc’h e zaoulagad, pegen lugernus int ! deomp ac’han ! ema o vont da zailha warnomp ! (mont a reont en o zi).

NAVET DIVIZ
YANN, e-unan, mezo.


Ah ! ah ! ah !… dour burzudus ar rezin !… da c’haloud zo divuzul !… Enaoui a rez tan ar venjanz, dre ma tourez va zec’hed… Sorser dispar… lakaat a rez a levenez er galon hag an nerz en dom, ouspenn ma lakez an dersien er spered ! Lez ac’hanon da douch