Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/161

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 159 —

ouzit c’hoaz. (En em lezel a ra da hanter-goueza war eur skaon hag ec’h ev.) Ya, dont a ri bremaïk, Arzur ; krena ri ; o ! ne rez mui aon d’in. Rei a ri va c’hurunen pe me ray d’it eva eus dour sall ar ster muioc’h evit n’ac’h eus ezom, da laza ton huel da rogentez… hag e weli ha pounner eo va dorn !… Evomp c’hoaz, evomp atao (Eva ra adarre !)

DEKVET DIVIZ
YANN, AR BARZ


AR BARZ, o tont dre an tu deou hep beza gwelet.

Ya, ama ema ar prizon. A ! petra welan ?… Yann-Dileve ! E pe stad, va Doue !… Gwasker louz ha mez e welet !… Ha petra ra ama ?… Dont a ra, kredabl, da ober gwap eus e brizonier, hag e klask beuzi er gwin eur restad truez chommet e strad e galon… Marteze ive en deus c’hoant hizio da lakaat eun termen d’e dorfejou ! Kuzomp !… (Mont a ra adren eur we en, a-zeou.)

UNEKVET DIVIZ
YANN, MOLAG, ARZUR chadennet.


ARZUR

Da be leac’h e kasit ac’hanon.