Prinz, setu ama hoc’h eontr.
A ! mad, digouezet out, Arzur ?
Petra fell d’eoc’h, va eontr ?
Ac’hanta, bet ec’h eus, emichans, amzer a-walc’h da ober da zonj er c’hastell kaer am boa roet d’it… Ha prest out brema da ober an dilez eus ar pez a hanvez da wiriou.
Aotrou, eun dug a Vreiz-Izel n’en deus nemet eur gomz. Torret hoc’h eus va c’horf gant an naon hag an dienez a bep tra… n’hoc’h eus ket torret va nerz-kalon ha va bolontez.
C’hoant ac’h eus eta e teufen d’az laza ?
A ! va eontr, perak ar gounnar-ze ?… Laza ac’hanon-me ?… Ha petra ’meus-me great d’eoc’h ?… N’eo ket bet a-walc’h d’eoc’h ’ta trok va c’hurunen oc’h ar jadennou-ma ken pounner, va lakaat da c’houzanv an naon hag ar zec’hed er prizon flerius-ma ?
A-walc’h a glemmou !… ne fell mui d’in o c’hlevet…