Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 161 —
Setu ama va ger diveza : Arzur, ro d’in da wiriou war Vro-Zaoz, pe emaout o vont da vervel.
ARZUR
Mervel !… Me ker yaouank ! me ho prizonier ! O va Breiz-Izel ! e pe leac’h ema da varc’heien kalonek ? Pehini anezo a deuio da zifen e brinz ?
- (Luc’heden… Kurun er pellder.)
DAOUZEKVET DIVIZ
YANN, MOLAG, ARZUR, AR BARZ.
AR BARZ, oc’h ober eul lamm.
Me prinz, me, ho feal !…
YANN, o sailha warnan hag o skei gantan.
A ! te ?… Marv eta !
- (Ar Barz glazet a gouez ; eul luc’heden.)
ARZUR, spontet.
O va Doue !
AR BARZ, o koueza.
A ! re zivezad on deuet ! Kenavo biken, prinz Arzur, kenavo !
- (Koll a ra anaoudegez).
YANN
Molag, sav er vag !