Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/164

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 162 —


ARZUR, war e zaoulin.

Truez, va eontr !… Truez oc’h gwad ho preur ! A ! diarbennit remorsiou eun torfed ! Ho pezet truez ouzin !

YANN, penfollet.

Sikour, Molag ! Tap krog er zarpant miliget-se !…

ARZUR

Va eontr, o va eontr, ne vefet ket kris a-walc’h…

YANN

Sav, reuzeudik, ha grik ebet mui ! Ac’hanta, Molag, tosta ha sko !

MOLAG, gant heuz.

Doue d’am miro ! (Mont a ra er vag.)

YANN, o kregi e breac’h Arzur a gas anezan warzu ar vag.

Dre an ifern ! dont a ri d’am heul ?

ARZUR

O sent Breiz-Izel !… Da beleac’h ez it da gas ac’hanon ? D’ar maro, a dra-zur ! A ! va eontr, dre druez, lezit va buez ganen !…

YANN, dizroet ar peoc’h ennan souden.

Goulen a rez truez !… Keuz ac’h eus eta da veza bet ken huel ha ken lorc’hus em c’henver ?

ARZUR, oc’h en em erbedi.

Va eontr !!!…