loz a roan d’an dervez m’on bet touellet gant an arc’hant. Evit ober pinijen ez an war droad da welet an Douar-Santel. Eno, sebeliet en eur gouend bennak, me a ouelo dam zorfed penn da-benn va buez. Hogen, me a fell d’in araok, digas d’eoc’h banniel gwen Breiz-Izel am eus saotret dre va buez fall. C’hoant am befe d’en gwalc’hi em daelaou.
Marc’heg kablus, mes keusiek, ra zello Doue ouzoc’h gant trugarez !… Ha te, Breiz-Izel, ken huel ha ken reuzeudik hizio, ra c’helli gwelet dizale eur ouenn nevez o tiwan eus gwad divlam Arzur ! Ra zeui da veza, eun dervez, kaera boked kurunen Bro-C’hall !
Ha brema, beac’h d’ar muntrer !
En hent ! en hent !
(Mont a reont holl dre an tu deou, penn pella.)
1° Ma kavfet re hir ar pez, an eil arvest a c’helje beza lezet, hep gonosaat an drajedien ;
2° An divizou trizek ha pevarzek, eus ar pempet arvest, en hevelep doare.
- Klaoda, Pluenzir.