Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —


LOHEAG

Ar pez a ro d’in ar muia souez eo en defe ar roue Richard great eun testamand e-kenver eun den hag a zikouras an dug a Aotrich d’e deuler er prizoun !

ROHAN

Hag ouspenn-ze, ha bez’ ez eus e gwirionez eun testamand ?

LOHEAG

Lod a lavar, re-all a zislavar.

ROHAN

Mez neuze…

LOHEAG

Ar Zaozon na c’hoantaont tamm ebet kaout da vestr eur prinz ha n’o deus nemet kasoni outan ; ha doareou Yann e-kenver e vreur a lez ac’hanon diskredik war eünded e oberou. Da c’hortoz, Yann-Dileve a zo falvezet gantan beza kurunet e Londrez ha den n’en deus savet e vouez da lavaret n’oa ket leal kement-se.

ROHAN

Ar wirionez a vezo anavezet abred pe zivezad. Gwaleürus eo e ve re yaouank an dug evit difen e wir dre anarmou.

LOHEAG

Piou oar ha n’en devezo ket tro d’en ober dizale ? An aotrou Arzur a anavez mad talvoudegez e varc’heien a