Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —
Vreiz-Izel. Ra lavaro eur gomz hebken, ha war an eur an holl dudjentil, e wazien, a gemero o c’hlezeier hag a yelo da Vro-Zaoz !
- (Er-meaz e klever an drompilh.)
PEVARE DIVIZ
An hevelep re, ARZUR, KEROMAN, OLIER, LAOU ar REIER, GUIOMAR, HERVE a LEON, LAN a ZINAM, MALESTROA, DIJENTILED, FLOC’HED, MEVELIEN, SOUDARDED.
EUR FLOC’H
Hon aotrou Arzur, dug a Vreiz-Izél !
(Ar brosesion : Dijentiled, Dougerien bannielou, Tud a vrezel, Floc’hed. Mevelien, a gemér o flasou er zâl. — Eur Floc’h a zoug eur c’hleze noaz war eur plueg. Arzur a zoug e gurunen war e benn.)
AN DUD A VREZEL
Noël ! Noël ! d’hon aotrou benniget Arzur !
AN DIJENTILED
Bevet Arzur, dug ar Vretoned !…
ARZUR, a ya da azeza war e gador.
Bennoz d’eoc’h holl, Marc’heien kalonek ! Bennoz d’eoc’h ive, Tud a vrezél ! Eürus on hirio eus hoc’h eürusded !