Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —


SEIZVED DIVIZ
An hevelep re, ROHAN, LOHEAG, MALESTROA, an dug YANN, MOLAG, TUD a VREZEL.


EUR FLOC’H

An aotrou Yann, Roue Bro-Zaoz.

YANN

Deiz mad d’am niz koant Arzur.

ARZUR

Bezit deuet mad em lez, aotrou.

YANN

En despet d’am c’hoant, niz koant, n’em beus ket gallet dont kentoc’h d’ar gouel. Red eo bet d’in zoken lezel va zud skwiz maro e-kichen doriou kear ; ha setu me, gant va marc’heg, deuet da ginnig d’eoc’h va gwella gourc’hemennou ha va hetou mad !

ARZUR

Ho trugarekaat, va eontr ! Plijout a ray d’eoc’h neuze kemeret perz el lein hag er c’hoariou am eus pourchaset d’am zujidi feal. C’houi a lavaro d’in goude ha ken kalonek eo ho paroned a Vro-Zaoz er gourinadegou evel ma ’z eo re Vreiz-Izel.

YANN

N’em beus bet morse eun hevelep kreden, niz koant.