Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —

Gwas a ze n’hellan ket hirio chom da derri eur c’hleze bennak oc’h re baroned Breiz-Izel !

ARZUR

Mar kirit e vezo pourchaset klezeier d’eoc’h, va eontr.

YANN

Nan, rak, n’em beus ket kals a amzer da zale ; araok an noz e rankin beza adarre en hend evit dizrei d’am bro.

EUN EMBANNER, o tont.

Aotrou, eun toullad Bretoned digaset gand o broïz a zo o paouez dont e porz ar c’hastell.

ARZUR

Ha petra c’houlennont ?

AN EMBANNER

Kinnig d’eoc’h ive o doujanz ; c’hoant o deus d’ho kwelet, ha pa na ve ken oc’h prenestr bras ar zâl a henor…

ARZUR

Ha petra virfe ouzin d’o digemeret ama ?… (Da Yann Dileve.) Gwelet a reot, va eontr, pegement e kar an dud-se o dug nevez. (D’an embanner.) Digorit frank d’ezo doriou ar c’hastell !