Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/29

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —


EIZVET DIVIZ
An hevelep re, KEROMAN, OLIER, BRETONED diwar ar meaz, eur BARZ baleer en o raok, tud a vrezel (o tont a zeou).


AR VRETONED, oc’h antren.

Noël ! Noël !… Bevet hon Dug ! Buez hir d’an dug Arzur a Vreiz-Izel !…

(Arzur a zav eus e gador, hag a ra sin da Yann da azeza e traon deleziou an trôn.)

AR BARZ BALEER

Hon aotrou dug, plijet ganeoc’h digemeret meuleudiou ha doujanz ho sujidi feal. Roït d’eur barzig paour hoc’h aotre da gana en hoc’h henor eur ganaouen a vrezel, a vezo kanet ive gant ar goueriaded kalonek-ma, a-unan ganen, hag ouspenn, fizianz am eus, gant an aotrounez henorus ha tud a vrezel a zo ama bezant.

ARZUR

Rei a ran va asant gant plijadur. Tostaït ! Tostaït holl, va mignoned ; roït d’in ho pokedou da genta, da c’houde c’houi a gano.

EUN DEN KOZ

Doue r’ho pennigo, hon aotrou dug ! Ar goanv koz kroummet eo a ro bokedou d’an nevez-amzer yaouank