Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/33

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —


Rak labourerien Breiz-Izel,
Dindan o baroned huel,
Dre ar blenen, dre ar menez,
A zailhfe war an dud divadez !…         Diskan.

Ni stourmo betek kaout an trec’h,
Hep kila, dizamant, dinec’h ;
An herminig a luc’ho c’hoaz,
Skedusoc’h ’vit n’eo bet biskoaz,
Brema pa ’z eo bet unanet
Gant hano kaer mab an duked,
A gar meurbet ar Vretoned,
A zo ganto ive ken karet !…                 Diskan.


AN DIJENTILED, o strakal o daouarn.

Brao !… Brao !… Mad !… kenan !…

ARZUR, o sevel.

Kanet mad ec’h eus, Barz kalonek ! Eur gopr ac’h eus gounezet. Petra ’pefe c’hoant da gaout ?

AR BARZ

Re a vadelez eo kement-se, aotrou dug ! Oc’h petra e c’hell kaout avi eur barzig paour eveldoun-me, a zo bepred o vont eus eur c’hastell d’egile o kana traou meulus an amzer dremenet ?

ARZUR

Penaoz ’ta, n’ac’h eus ezom a netra ?…

AR BARZ

Paeet awalc’h on pa ’z eo gwir em eus plijet d’eoc’h.