Koulskoude, e vijen en em blijet muioc’h o terc’hel eur c’hleze eget o terc’hel an delen… Mez petra zervich ? an traou n’int ket bet eat war an tu-ze…
N’eo ket gwall-sklear kement-se. Livirit d’eomp ’ta histor ho puez.
N’eo ket hir, siouaz !… Va zad, Pontbriand a read anezan, va zad a yoa eur marc’heg dispont. Mont a reas d’an Douar-Santel da heul Richard-Kalon-Leon, evit dasprena bez Hor Zalver (meulet ra vezo !) Glazet e meur a emgann, e oe red d’ezan a-c’houdevez distrei da Vreiz-Izel ; hogen, al lestr m’edo warnan en doe da enebi ouz eur barr-amzer fall spontus ; va zad a oe beuzet. Darbet e oe d’am mamm fallgaloni pa zigouezas ar c’helou-ze ganti. War gement-se e teuas ar c’hlenved da denna diganti he nerz hag an nebeud a zanvez a jomme var he hano. Mervel a eure prestik goude. He c’horf a zo bet douaret e skeuden ar groaz, dindan glazvez al lann. Setu me emzivad, hep gwenneg na toen ! Eur barz a gemeras truez ouzin hag a zeskas d’in e ganaouennou ; abaoue neuze ar barz-baleer a ya eus eur maner d’egile, o laouennaat an duchentil a gar rei digemer d’ezan.
Setu, aotrou dug, petra eo bet va buez beteg-hen !
Dre feiz va zud koz ! na vo ket gallet lavaret e chom-