Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/35

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —

mez hep toen, te, mab eur c’hroazour kalonek ! Me as kemer em zervich, hag azalek hirio e vezi etouez va zoudarded.

AR BARZ, eur c’hlin harp en douar.

Ra viot benniget gant Doue ha gant an dud, ô c’houi hag hoc’h eus bet truez ouz an emzivad reuzeudik ! (O sevel.) Konta a c’hellit warnon ; me vezo holl d’eoc’h, pe e vo eaz, pe e vo diez d’in.

ARZUR

Keroman, roit urz da zervicha gwin ha chistr d’an dud vad-se war letounen c’hlas ar parg. (D’ar goueriaded.) It, mignoned, bezit holl laouen hag eürus, ha pedit evit ho prinz.

AN HOLL GOUERIADED

Bevet Arzur !… Bevet hon Aotrou !… Bevet hon Dug mad !… (Mont a reont holl er meaz o teurel youchadennou a levenez. Keroman, Olier, ar Barz hag an dud a vrezel, ar floc’hed hag ar mevelien a ya ive d’o heul, dre an tu deou.)

NAVET DIVIZ
ARZUR, YANN-DILEVE, MOLAG, LAN a ZINAM, LAOU ar REIER, GUIOMAR, HERVE a LEON, ROHAN, LOHEAG, MALESTROA, DIJENTILED.


ARZUR, diskennet eus e gador.

Ac’hanta, va eontr, petra livirit eus va fobl ?