Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/38

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —


YANN

Daoust hag ezom em boa-me eus aotreadur eur bugel ez on eontr ha kulator d’ezan ?

ARZUR

Taolit evez, aotrou ; ho komzou a deu ama d’ho kondaoni ! N’eo ket dre an hend eün hoc’h eus gallet tapa krog en eur rouantelez ha n’oac’h nemet ar mirer anezan.

YANN

Mad ! Goulennit digant roue Bro-C’hall, mar hoc’h eus difizianz.

ARZUR

Filip-Aogust n’en deus netra da welet e kement-ma ; ha, mar plij d’in eun dervez kemeret va zra, me a c’halvo marc’heien Breiz-Izel.

YANN

Hoc’h aotre a roit d’in eta da veza roue war Vro-Zaoz ?

ARZUR

Evel eun dra fiziet hebken, aotrou, n’en ankounac’hait ket !

YANN

N’ouzout ket c’hoaz, bugel dister, pegen pounner eo eur gurunen ! Anaout a rez nebeutoc’h c’hoaz petra bouez eur c’hleze, hag e falvesfe d’it ober al lezen d’in ?

ARZUR

Petra livirit ?

YANN

Kred ac’hanon, Arzur ; bazig aour an duked n’ed ket