Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/39

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —

c’hoaz peur-ziazezet ez tornig dinerz ; ro d’in da wiriou war ar Mên hag ar Poatou, ha diwezatoc’h, p’az pezo kresket e micher henorus an armou, pa vezi marc’heg, Arzur, me da anzavo evit heritour hag a zistaolo d’it da wiriou.

ARZUR

Setu te savet gwall-huel, marc’heg trubard ! Em lez hag en deiz m’on kurunet, eo e teuez da lavaret ar seurt traou d’in ?

YANN

Arabad eo d’it mont e kounnar ; n’ez ket da bennfolla, niz koant ! Lavaret a ran d’it a-nevez, n’ouzout ket c’hoaz petra eo ren ! A ! ma c’houfez !…

(Ama e weler ar Barz o tont ; sellet ha selaou a ra, hag ez a da guzet ; dont a ra dre an tu deou.)

ARZUR

Netra beteg-hen na reas d’in kaout aon rak ar galloud. Va zujidi a zo holl etre va daouarn, ha va Baroned a zo kalonekoc’h eget ho re, aotrou a Vro-Zaoz !

YANN, o kinnig d’ezan paper-parch.

Del Arzur, na jomm ket eur vunuten pelloc’h da droiata ! Setu ama ar siel dre behini e tilezez…

ARZUR

Me ne zilezan netra, trubard !

YANN

Diwall, mar kerez, bugel ; va habaskded a ya betek

2