Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/41

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —


ARZUR

Ro peoc’h, gwaz trubard ! Re bell on chommet ouz da selaou. Ma n’az poa ken da zigas d’in, e c’halliez chomm ez lez a Normandi… Dizro pa gari… Kea, fae ran warnoud ! Kenavo biken !

(Mont a ra buan er-meaz dre an tu deou.)



UNNEGVET DIVIZ
YANN-DILEVE, e-unan.


Ar-Barz kuzet, en em ziskouez a ra bep eur mare.


YANN-DILEVE

Ha me’ m eus kaz ouzit !… Kea atao, diveza deuet eus eur ouenn dizec’het, n’em eus aon ebet razout ! A ! na fell ket d’it rei d’in da zouarou ?… Daoust ha petra virfe ouzin do c’hemeret ? En despet d’it, on deuet a-benn da dapa krog e Bro-Zaoz ; hogen, ze n’eo ket c’hoaz a-walc’h evidon. Da zifiziout em eus dioc’h roue Brô-C’hall ; n’eo ket eun amezeg eaz, hag avi ’zo ouz va enezen. Red eo d’in kaout eur begadig war an douar bras evit derc’hel penn d’ezan easoc’h a-ze. Mez, petra da ober ? Petra ?… Daoust ha kila a rafen dirak eur bugel ? A ! prinz bresk evel eur yeoten, me a ouezo ober dit plega da choug ! N’em eus gounezet seurt o vont dre gaer… Deomp brema dre guz ha dre finesa !