Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/44

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —


LAOU AR REIER

Henoret on eus e vignoniach, goude ma c’hell marteze e garg nevez ober d’ezan ankounac’haat unan eus e wella servicherien goz.

YANN

Gwir a livirit, aotrou koant ; sked eur gurunen a drell a-benn vrema daoulagad c’hoaz ken dinerz. Douetus bras na vefoc’h morse nemet senechal a reng izel.

LAOU AR REIER

N’eus forz, va mestr eo bepred koulskoude, ha dleout a ran d’ezan fealded ha sentidigez ; roet em eus va ger a zijentil.

YANN

Arzur, ho mestr ?… Ne vezo mui abars pell !…

LAOU AR REIER

Petra hoc’h eus c’hoant da lavaret ?…

YANN

Nan, eur prinz ken dinerz na vezo ket evit gouarn kement a zouarou hag a boblou. Daoust ha na falvesfe ket d’ezan zoken ren war Vro-Zaoz ?

LAOU AR REIER

Na fell ket d’ezan hoc’h anaout ’ta ?

YANN, gant c’houervder, ha goapaüs.

Nan ! An dug a Vreiz-Izel a c’hoantafe hebken chench doare d’an traou, o lakaat e eontr dindan e gulatoriez.