A ! m’an deus c’hoant da ober ar c’hoari-ze epad eur pennadig amzer, me lavar e c’hellfe koustout ker d’e hardiziegez divergont.
Mez… ha kredi a c’hellit e tilezo e wiriou ?
Ya, dilezel a ray e wiriou. Ouspenn, e roio d’in ar Mên hag ar Poatou, fiziet ennoc’h.
Aotrou, gwall-bell ez it, kals traou diez da gaout a c’hoantait, ne zeuoc’h ket a-benn…
Na zeuin ket a-benn, a livirit ? Gouezit ez on prest da ober n’eus forz petra evit kement-se. Arzur a blego… pe a varvo !
O Doue !
Ha c’houi, aotrou kont, ma prometfen d’eoc’h ho sevel huel em rouantelez a Vro-Zaoz, daoust ha ne vefec’h ket kountant da rei sikour d’in evit dont a-benn eus va zaol ?
Eun drubarderez eo a c’houlennit diganen !…
Dilezel eur prinz dinerz ha dic’hallout, evit servicha,