Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/46

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

leun a henor, eur mestr bras ha galloudus, klevit mad, n’eo ket eun drubarderez.

LAOU AR REIER

Ha petra ’ta em befe da ober evit kaout perz en ho promesaou ?

YANN

Laou, gwelloc’h eget n’eus forz piou ec’h hellez rei da glevet d’an dug a Vreiz-Izel eo gwelloc’h d’ezan lezel diou brovinz, evit derc’hel e zukach.

LAOU AR REIER

Hag e vuez ?…

YANN

E vuez !… a zo etre da zaouarn !…

LAOU AR REIER

Penaoz ? Etre va daouarn ?…

YANN

Ha kals a vadou ouspenn. Eiz sac’had aour a vezo roet d’it pa zeuï da zigas d’in ar c’helou ez out deuet a-benn eus da daol !

LAOU AR REIER, gant estlam.

Aour, n’eus forz pegement !… Dug ha kannad e Bro-Zaoz !…

YANN

Kaout a rez mad ar pez a c’houlennan diganez ?

LAOU AR REIER

Ha ma ne gavan ket ?…