Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/47

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —


YANN

Diouall mad, va den, petra ’ri… Maro d’ezan, tenvalijen ha dienez d’it, ma na rezket va bolontez ! Hag ouspenn, ma tigouese d’it morse diskuilha va c’hoantegez, maro d’it evel d’ezan !

LAOU AR REIER

A ! Aotrou !

YANN

Da zibab ho peus, aotrou kont, etre eur fealded hag ho kollo ho taou, hag eun drubarderez a zaveteo an eil hag egile. Ac’hanta ?…

LAOU AR REIER

Mez, aotrou, eur goustianz am eus ; petra lavaro d’in ?

YANN

Me ra forz eus de goustianz ?… Pa brenan eun den, va c’houstianz a lavar d’in e tlean e baea. D’in out, en em glevet omp ! great eo ar marc’had !…

LAOU AR REIER

Gortozit !…

YANN

Petra zo ’ta ?

LAOU AR REIER

N’hoc…h eus ket lavaret d’in…

YANN

A ya !… An doare d’en em gemeret ?… Red eo hel