Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/48

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —

lavaret. Chommit e lez Breiz-Izel epad ar goueliou-ma. Me a zistro d’an Normandi. Roit da anaout d’an dug ezommou bras ho tud ; goulennit outan skanvaat an tailhou a bouez war ar bobl ha war an douarou, Arzur a enebo hag a lavaro en deus ezom arc’hant. Neuze e rooc’h ali d’ezan da rei d’in e wiriou, ha pa na ve nemet evit eur pennad… En doare-ze e trokoc’h ho kouriz a zenechal oc’h mantel ar pennou brasa a Vro-Zaoz… Peoc’h ! Piou a zo aze ?…

PEMZEGVET DIVIZ
Ar memez re, MOLAG, AR BARZ, kuzet.


MOLAG, o tont a zeou.

Aotrou, sternet em eus ho marc’h, hervez hoc’h ursiou Prest omp da vont en hend.

YANN-DILEVE

Mont a ran d’hoc’h heul, marchosier. Deuet ganen, Laou, ma roïn d’eoc’h va c’henteliou diveza.

(Mont a reont dre an tu deou.)