Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/49

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —


C’HOUEZEGVET DIVIZ
AR BARZ


AR BARZ, e unan, o tont eus e doul-kuz.

Klevet em eus kement o deus lavaret !… Entent mad am eus great ive !… O islong a ourgouilh, a c’hoantegez hag a viloni !… Epad m’ema pep tra el levenez ama, an drubarderez a ya en dro, en denvalijen… Paour keaz Arzur, va mestr mad ! kea, na zilezin biken ac’hanout ! An drubarded o deus touet koll ac’hanout, her gouzout a ran, hogen kaout a raint ac’hanon war o hend. Mont a rin d’o heul e pep leac’h, henvel ouz lagad Doue, henvel ouz e lealded, hag e tiarbennin o zroiou kuz. A ! va Doue !… petra da ober ?… Ha diskuilh a rin d’an aotrou Arzur ?… Perak trubuilhi plijadureziou eun deiz ker kaer ?… Nan… Sonjal a-zevri, ha gortoz, setu me gred ar pez a zo ar gwella evit brema. Eat eo kwit an trubard Yann-Dileve ; fiziout a ra war an hini en deus prenet. An digalon a zo aonik… Me a daolo evez warnan… Ha me, va Doue ! me a laka va fizianz ennoc’h, c’houi am zikouro. O ! bennoz, mil bennoz d’eoc’h, da veza great d’in kaout anaoudegez a gement-ma. An dug a vo salo, pe me a varvo evitan ! Mez… erru ez eus unan bennak !… Dont a ran da veza adarre ar barz paour ma ’z oan gwechall… Kuzomp hor sonjou !…