Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/50

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —


SEITEGVET DIVIZ
GUIOMAR, HERVE a LEON, ROHAN, LOHEAG, MALESTROA, DIJENTILED, ha LAOU ar REIER, holl o tont a zeou.


ROHAN

Eat eo ar roue Yann kwit, a livirit, aotrou Herve ?

HERVE A LEON

Gwelet eo bet n’eus ket c’hoaz gwall-bell zo o treuzi ar pont ; e varchosier a yoa oc’h e heul. Laou ar Reier a zo bet o kas anezan betek dor vras ar c’hastell.

LOHEAG

Mall em boa da welet al lapouz-noz-se o vont ac’halen.

MALESTROA

Ar Barzig seder eo, eta, a gavan dre ama.

AR BARZ

Hen e-unan, aotrou.

GUIOMAR

Nag eürus out bet o c’hallout trok da delen oc’h eur c’hleze !

AR BARZ

N’ema ket c’hoaz em c’herz, aotrou ; hirio koulskoude e kemerin va lec’h e-touez gwardou an aotrou dug.

ROHAN

Na dleez ket kaout kals a geuz d’az micher goz.