Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/52

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —


AR BARZ

Red eo d’in ive hen anzav. A-wechou e seblant d’an darvoudou mont a-eneb va c’homzou evit lavaret n’on nemet eun trompler ; mez an hini a oar gedal en deus gwclet bepred va c’homzou o tout da wir. An amzer a zo atao a-du ganen.

ROHAN

Mad eo ! selaou a reomp ac’hanoud evel bugale fur.

AR BARK, o tenna eur wialen wenn a zindan e zilhad.

Da biou da genta ?

LAOU AR REIER, o tont.

Salud d’eoc’h, aotrounez ! Ac’hanta petra zoa nevez ? Ha ! te eo, Barz-baleer ?

LOHEAG

Hag a zo ive mestr urisiner.

LAOU AR REIER

Ah ! Ah !… mad kenan. C’hoarzin a raïmp.

AR BARZ

Da biou da genta ?

LOHEAG, oc’h asten e zorn deou.

Gwelomp, petra ’vo an amzer da zont evidon ?

AR BARZ

Laou a Loheag, a welan e skoued o lugerni er zal-ma, c’houi a skoio taoliou kalet war ar Zaozon.