Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/53

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —

Meur a wech Yann-Dileve a vo dihunet en e delten gant ho youc’hadennou a vrezel. Hogen, setu eun teuz louz o tont war-zu ennout evit da gemeret. Dalc’hit penn, enebit kalonek, aotrou kont, enebit. Eun tour tenval a zigor dirazoc’h ; eun teuz a ya ebarz ive.

LOHEAG

E hano ? e hano ?

AR BARZ

Selaouit… hanvet eo an Naon !…

ROHAN, o tostaat.

Da ziouganou, mestr urisiner, na roont ket a c’hoant c’hoarzin.

AR BARZ

Seiz magl aour ho skoued, aotrou, a yelo a-ziwar wel epad eun amzer, goloet gant eur goabren a wad…

Hogen, dont a raint da veza lugernusoc’h c’hoaz eget brema, nao anezo. Bez’ e vezint sked an hano a Rohan.

LAOU AR REIER, o vont da gaout ar Barz.

Petra vezo va darvoud-me ?

AR BARZ

Setu ma welan en ear eun dube eus ar re goanta, e ziouaskell astennet, ne finv ket ; hogen, eus faoutou ar Roc’h, setu eur falc’hon kriz o tilammet en eun taol-kount. Mont a ra war-eün d’an dube arc’hantet, ha gant e ivinou, e krog ennan hag ez a d’é lakaat e-hars