Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/54

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —

treid e vestr, hanter-varo. Hema a flod aneza hag a laka eun tog alaouret war e benn.

LAOU AR REIER

Pegen goloet eo da gomzou !… (d’ar bobl.) Petra lavar ?… Daoust ha dizoloet en defe ?…

GUIOMAR

Sorser, pe uriziner, an traou o deus liou fall ganez. Poent eo echui. N’eo ket red d’it lavaret hor planeden d’eomp-ni, hogen lavar d’eomp ar pez a zell oc’h Yann-Dileve.

AR BARZ

Yann-Dileve !… Mantrusa tra da welet ! Ar bleiz a zo deuet er-meaz eus dounder e doull tenval. Eat eo e-doug an noz da ober eur bale e-touez denved e amezeg ; hogen ar chas a ziwalle mad, edont war evez. Stignet en deus e las hag unan eus ar chas a zo kouezet ennan, hag, e leac’h kas al laer diwar e dro, en deus kaset an oan d’ezan. Miret en deus e breiz en e doull-kuz, tostik da ster ar goagou aour, evit e laza easoc’h a-ze.

LAOU AR REIER

Gevier a leverez, urisiner ; da ganaouennou a dalv hirroc’h eget da ziouganou a reuz.

AR BARZ

Taolit evez mad, aotrou, n’hoc’h eus ket lennet c’hoaz en amzer da zont !… N’hoc’h eus ket c’hoaz troket ho kouriz a zenechal oc’h ar roben leun a herminigou !