Aotrou, n’eo ket nebeutoc’h gouest an aotrou Loeiz a Vro-C’hall da gas e vennoziou da benn evit ne deo d’o skriva ; manea ra ar vouc’hal kerkouls hag an hardisa e-touez ar vrezellerien goz.
Ar re-ma holl o deus hen hanvet Kalon-Leon, evel mac’h hanved Richard, ar roue maro.
Ni her gwelo hirio stag gant al labour. C’houi, va mab, a lezo renadurez ar varc’heien gant ar c’hont a Voulogn : me fell d’in ho kaout em c’hichen pa bignimp war mogeriou-tro ar c’hastell.
Ya, va zad, ha gant sikour Doue ni a deuy a-benn eus laer digalon tron rouantelez Bro-Zaoz.
Eur reuzeudig ha n’en deus ket bet a vez o laerez e niz, bugel c’hoaz, ha dre-ze re zinerz evit herzel outan.
Klevet em eus koulskoude eo va c’henderv Arzur leun a vailhantiz hag a galon.
Gwir eo, aotrou ; hogen, evel ma’z eo gwall-yaouank, ema war var da ober meur a dra hep evez a-walc’h.