Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/64

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —


ARZUR

Dleet oa d’in, aotrou, dont d’ho kwelet ; P’eo gwir ez on nevez kurunet dug a Vreiz-Izel, hag anavezet ganeoc’h evel-se, eo leal d’in dont da adnevezi etre ho taouarn kinnig doujus va c’hen-oberourien. Setu unan eus ar pennou-kaoz am digas hirio betek ennoc’h.

FILIP

Gant kals a blijadur e tigemeran ho kinnig doujus, niz koant. Hogen, c’hoant hon deus da ober muioc’h ; c’hoant hon deus da rei d’eoc’h eun testeni huel eus hor c’harantez en ho kenver, oc’h ho kroui marc’heg, ama, dioc’htu zoken.

ARZUR

Mez, aotrou mad, n’em eus ket great c’hoaz va beilhadeg-armou !

FILIP

Em hano a Roue a Vro-C’hall em eus gwir da dremen dreist an urziou a ve heuliet peurvuia, ha kement-se dreist-oll evit eur gwaz henorus meurbet evel ma ’z hoc’h, kenderv koant. N’ho pezo da ober nag ar yun, nag an noz-armou, nag ar c’hrogad emgann. Skouederien, pourchasit kement a zo red evit al lidou a vezo bremaïk dirak va gwella brezellerien.

EUR SKOUEDER, o tont.

Setu ama, Aotrou, eul lizer roet d’in da zigas d’eoc’h gant ar re a zo o teurel evez war an dachen.