Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —




PEMPET DIVIZ
An hevelep tud, SKOUEDERIEN, o tougen lodennou armou eur marc’heg, TUD A VREZEL, MARC’HEIEN.


FILIP, o pignat war e gador.

Gouzout a rit, marc’heien, evit petra omp bodet ama. Emaomp o vont da zevel eun dijentil yaouank d’an henor da veza hor breur en armou. Hen anaout a rit ; hogen, evit senti ouz al lezennou douget gant Arzur-an-Daol-round a behini e toug an hano, ema o vont da veza ardamezet dirazoc’h, goude m’hen devezo great etre va daouarn an anaoudegez eus va galloud warnan ha war e stadou, evel gwaz eus kurunen Bro-C’hall. (Da Arzur.) Dug a Vreiz-Izel, tostaït, ha grit ho kinnig doujus.

ARZUR, o lakat e zaouarn e re ar Roue.

Aotrou, me, Arzur a Vreiz, a deu da veza ho ten, hoc’h hanterer, evit ar pez a zell ouz va Breiz ha va stadou a Boatou, eus ar Mên, eus an Tourên hag eus an Anjou.

FILIP

Ha me, hoc’h aotrou, a ro d’eoc’h va galloud war an douarou-ze, evel m’o deus hen diskleriet d’eoc’h an aotronez am eus kaset da lidou ho kurunidigez.

ARZUR

A eneb n’eus forz piou, me a zifenno bepred ho korf, hoc’h henor, hag e touan ho tenna a brizoun hag a bep