Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/67

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 65 —

seurt riskl, ha goude ma rankfen en em lakaat va-unan en ho leac’h.

FILIP

Test hoc’h holl, marc’heien ha soudarded, eus an testeniou a vignouniach a zigemeran hirio eus a berz an dug Arzur, gwaz a Vreiz-Izel. Ober a ran d’am zro al le d’ho sikour kement gwech hag ho pezo ezom ac’hanon. Arzur, ha n’ho peus-hu da glemm eus den ?

ARZUR

Aotrou roue, anaout a rit troiou fall Yann-Dileve, va eontr, Gouzout a rit penaoz en deus eneb pep gwir laeret eur gurunen hag a yoa d’in. Ouspen-ze, ema dre drubarderez o paouez laerez ive ar Poatou diganen. Ar rouanez goz Elonor a zo he-unan oc’h hencha ar zoudarded.

FILIP

Roi a ran d’eoc’h daou c’hant soudard hag a stourmo gant ho sujidi feal a Vreiz-Izel. Hoc’h alia ran da zigeri ar brezel hep gedal pelloc’h. Pa vo echu ganen brezel an Normandi, me a yelo va unan d’ho kaout, pe a gaso va mab.

ARZUR

Ho trugarekaat a-greiz kalon, aotrou.

(Pellaat a ra.)
LAN, a dosta ouz Arzur, a ginnig d’ezan e zorn, hag a gas anezan dirak an trôn.

Aotrou Roue, ha c’houi, marc’heien, plijet ganeoc’h