Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/68

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —

digemeret peden an dijentil-ma, servicher d’Arzur-Veur, a c’houlen beza digemeret marc’heg.

FILIP

Piou a ginnig anezan, ha piou a gomzo evitan ?

LAN

Me, Lan, kont a Zinam, ar c’hosa eus marc’heien Breiz-Izel.

FILIP

Eus a be lignez e teu ho filhor ?

LAN

A lignez huel ha direbech.

FILIP

Pe seurt taoliou kaer en deus bet great en emgannou ?

LAN

N’en doa ket a oad a walc’h c’hoaz evit brezelli. Hogen, desket bras eo war wiziegez an armou, ha gouzout mad a ray embreger ar gwaf hag ar c’hleze.

FILIP

Pe hano an deus ?

LAN

Arzur a Vrejz-Izel, mab Jafre an Eil, hag an dukez vad Konstanz.

FILIP

Mad eo, Bennoz d’eoc’h, marc’heg kalonek. Savit, den yaouank ! Ra vezo e kalonou an holl ar garantez virvidik