em eus evidoc’h ! Komzit d’ho tro. Perak e c’hoantaït beza great marc’heg.
Evit heulia penn-da-benn dlead ar marc’heg,
Marc’heien, e glevet hoc’h eus. Ha plijout a rafe d’eoc’h e zigemeret en hon touez ? (An holl varc’heien a asten o dorn evit diskoue e roont o asant ; an dud a vrezel a stou o c’hlezeier. Ar Roue a goms bepred). Tostaït, dug a ouenn huel ! (Digas a reer eur gador vourret dirak trôn ar roue. Lan a zigas Arzur betek enni. Kinnig a reer d’ar roue eur votez ler eur gentr (éperon) outi ; hema hel laka oc’h troad Arzur ; eur marc’heg all a wisk d’eza ar roched houarn, hag an traou all a zerviche d’ar varc’heien. Eun all a laka dirak ar roue eur c’hleze gant e chouriz. Ar roue en ro da Lan, hag ema en laka oc’h Arzur, en eur lavaret) : Digemerit ar c’hleze-ma a oe spountus etre daouarn ho tad !
O te, hag a zo bet great pounner ha santel gant va zad, na repozi mui ken am bezo bet adarre digoueziou va zud koz.
Marc’heien, digemeromp e le. (Da Arzur). Guezit penaoz an nep piou bennak a ya eneb e c’her a denn warnan malloz an Doue beo ha malloz an dud. Arzur-veur eo eu deus lavaret kement-ma evit ar wech kenta.