Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —
KENTA SOUDARD
N’eo ket re fall gwin ar Poatou !
OLMERIG
Ac’hanta, mad-tre neket ’ta ? Brao eo ganen beza bet digaset da ober brezel en eur vro ker koant ! Hag ouspenn, dibri hag eva mad eo gwir ar gounezer.
HOLL
Mad a livirit, kabiten !… greomp friko !…
OLMERIG
Da c’hedal ma vezo lodennet an traou kemeret.
KENTA SOUDARD
Ar peziou arc’hant melen aour…
OLMERIG
An armou lugernus…
KENTA SOUDARD
Pegouls, kabiten, e vezo roet al lodennou ?
OLMERIG
Warc’hoaz, kredabl, dirak an holl, war dachen Mirebor. Setu da vihana an urz roet gant an dug yaouank-se a gemer kement a breder gant e zoudarded, hag a zo ken brokus pa ema gantan ar gounid.
HOLL, o sevel o gwer houarn-gwen.
Da yec’hed an dug Arzur !