Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —
OLMERIG
Ha d’hon loden vad warc’hoaz !
HOLL
Ha d’hon loden vad !
EIL DIVIZ
An hevelep re, ANDOCH, ALAR, o tont dre an tu deou
ANDOCH, o tont d’ar red.
Hein ???… Lodennou ?… Me ’m bezo ive, mever ! Double ! Setu me ama !…
ALAR
Ha me ive !… Atao e vezan el leac’h ma vez eun dra bennak da ranna.
OLMERIG
Sell ’ta ! daou zoudardig nevez evit hon rejimant !… Kastor ha Pollux !
ANDOCH
Ho tigarez, mar plij, kabiten… fazia rit… N’eo ket evel-se omp hanvet.
ALAR
Kastor ha Pollux ! petra eo an dra-ze !
OLMERIG
Daou norman genaouek, ha na vezent gwelet morse an eil hep egile !